A-hed an noz klouar
'm eus gortozet hir amzer
ha klevet va c'halon o vorzholiañ em bruched, garo.
Dreist an draonienn 'm eus gwelet
o skediñ, e kelc'hioù latar,
gouleier ar gêr vras ;
ouzh sioulded an noz e tiwallent an dud,
hag ar vuhez a verve en o sked,
'vel ma verve va spered.
Ne gleven o reuz
nemet em c'halon
a-dreuz al latar
tano.
Hogen ennon e teve,
en-dro din e troe
ar buhezioù didrouz.
Ha me oa va-unan war al lanneg,
va-unan 'hed an noz o c'hortoz
ur ger.
Kenan Kongar, Barzhonegoù, Al Liamm 1982.
©Kiriko Nananan
Affichage des articles dont le libellé est E brezhoneg (en breton). Afficher tous les articles
Affichage des articles dont le libellé est E brezhoneg (en breton). Afficher tous les articles
samedi 23 juin 2012
jeudi 15 juillet 2010
Ronan Huon - Mor
Traezh trellus, dour flour o flourikat,
Ec'honder diziwez,
Goueled lakenn ma luskell ar skourrig warnañ,
Mor. Hent bras ha luban an huñvreoù meur,
Koar ma riskl ar vag warnout
O tiskenn hag o sevel ar gwagennoù gwak
Va blegn c'hoazh, simudet gant da vroud
D'ar broioù-hont a ro da bep den e c'hoant
Ha d'ar c'heal krignet gant an drouk-hirnezh
Nemet un tamm eus koun an tu-hont !
Ronan Huon, Evidon va-unan, Al Liamm 1976

mardi 13 juillet 2010
Kenan Kongar (1913-1992) - Liorzhoù
Liorzhoù, gant frondoù damdeuzet ar bleunioù
E sarac'h an delioù, hirvoudoù ankenius.
Liorzhoù, entanet gant gourgomz ar gwenan,
Skrilhadeg ar c'hwiled e gwasked ar menez.
Liorzhoù a ro d'an eneoù ar peoc'h er garantez
Pa nijell mouskomzoù an anken er girzhier.
Liorzhoù ! ur mousc'hoarzh o plavañ en avel,
Kevrinoù a skin o huñvreoù karantez.
Liorzhoù a rannas kalonoù ar mammoù
Ouzh sklaerder terzhiennus pardaezioù tremenet.

samedi 8 mai 2010
Jakez Riou (1899-1937) - Ar feunteun zu
Sot on gant ar varzhoneg-mañ abaoe ma 'm eus dizoloet anezhi er skol-veur.
An dour a gouezh,
goustad,
berad ha berad,
a-hed ar raden gouez.
Didrouz ha lizidour
e virbilh an dour
diouzh gorre ar bantenn ;
abaoe kantvedoù
e kouezh a-veradoù
ingal, ingal, diouzh kalon ar garregenn.
Noz ha deiz,
a-hed ar raden leizh,
berad ha berad,
goustad.
Hep trouz ebet
e kouezh
a-hed a raden gouez
en un naoz re zon evit bezañ gwelet.
Perak avat e c'hoarvezas,
p'edon va-unan,
e chomis betek ma nozas
o sellout, en estrenvan,
ouzh an dour o veradañ ;
ha pa nozas,
e klevis ar garregenn o wadañ,
a-hed ar raden hir,
berad ha berad,
goustad,
e kalir
an noz.

Inscription à :
Articles (Atom)