©Kiriko Nananan

samedi 8 mai 2010

Jakez Riou (1899-1937) - Ar feunteun zu

Sot on gant ar varzhoneg-mañ abaoe ma 'm eus dizoloet anezhi er skol-veur.


An dour a gouezh,
goustad,
berad ha berad,
a-hed ar raden gouez.

Didrouz ha lizidour
e virbilh an dour
diouzh gorre ar bantenn ;
abaoe kantvedoù
e kouezh a-veradoù
ingal, ingal, diouzh kalon ar garregenn.

Noz ha deiz,
a-hed ar raden leizh,
berad ha berad,
goustad.

Hep trouz ebet
e kouezh
a-hed a raden gouez
en un naoz re zon evit bezañ gwelet.

Perak avat e c'hoarvezas,
p'edon va-unan,
e chomis betek ma nozas
o sellout, en estrenvan,
ouzh an dour o veradañ ;
ha pa nozas,
e klevis ar garregenn o wadañ,
a-hed ar raden hir,
berad ha berad,
goustad,
e kalir
an noz.

1 commentaire: