Liorzhoù, gant frondoù damdeuzet ar bleunioù
E sarac'h an delioù, hirvoudoù ankenius.
Liorzhoù, entanet gant gourgomz ar gwenan,
Skrilhadeg ar c'hwiled e gwasked ar menez.
Liorzhoù a ro d'an eneoù ar peoc'h er garantez
Pa nijell mouskomzoù an anken er girzhier.
Liorzhoù ! ur mousc'hoarzh o plavañ en avel,
Kevrinoù a skin o huñvreoù karantez.
Liorzhoù a rannas kalonoù ar mammoù
Ouzh sklaerder terzhiennus pardaezioù tremenet.
Kenan Kongar, Barzhonegoù, Al Liamm 1982.
Kement-se 'zo brav-kenañ. Plijout a ra din kalz sonerezh ar spered a zeu diouzh barzhonegoù Kenan Kongar.
RépondreSupprimerA greiz kalon.
Yann ar Meilher
(Soñjoù ar meilher, http://kerangok.blogspot.com)
Trugarez deoc'h ;) Plijet on gant Ronan Huon ivez. Ha c'hwi ?
RépondreSupprimerYa, plijout a ra din ivez "Evidon va-unan" gant Ronan Huon. N'avavezan ket an holl oberioù, siwazh. E-touez steredennoù ar varzoniezh breizhek (brezhonek ha gallek), a ro din nerzh ha spered, ez eus Guillevic ha Maodez Glandour. Plijout a ran din o zostidigzeh diouzh ene ha korf an Natur.
RépondreSupprimer