©Kiriko Nananan

samedi 23 juin 2012

Kenan Kongar - Gouleier kêr

A-hed an noz klouar
'm eus gortozet hir amzer
ha klevet va c'halon o vorzholiañ em bruched, garo.

Dreist an draonienn 'm eus gwelet
o skediñ, e kelc'hioù latar,
gouleier ar gêr vras ;
ouzh sioulded an noz e tiwallent an dud,
hag ar vuhez a verve en o sked,
'vel ma verve va spered.

Ne gleven o reuz
nemet em c'halon
a-dreuz al latar
tano.

Hogen ennon e teve,
en-dro din e troe
ar buhezioù didrouz.
Ha me oa va-unan war al lanneg,
va-unan 'hed an noz o c'hortoz
ur ger.


Kenan Kongar, Barzhonegoù, Al Liamm 1982.

2 commentaires:

  1. Anavezet em eus un tammig Kenan Kongar gwechall gozh, e kelc'hioù sevenadurel brezhonek e Pariz.... Nag a c'houlou en e zaoulagad ! Nag a nerzh en e spered !

    RépondreSupprimer
  2. Brav eo lenn kement-se ! Bez e c'heller bezañ plijet gant barzhoniezh un den hep anavezout anezhañ tamm ebet, met gwelloc'h eo gouzout e oa un den mat... N'em boa tamm soñj ebet diwar e benn, trugarez deoc'h !

    RépondreSupprimer